« Emile le fou | Page d'accueil | Une image pour une éternité »

28.12.2006

Pause brittophone

Etre Nedeleg ha Kalanna

Ar profoù 'gouezh deus an oabl
Da gentañ 'kichen an tan
Deus fent ha boued eo graet ar bed
Deus ma godell 'gouezh an arc'hant.

Etre Nedeleg ha Kalanna
'Vez iskis an amzer ha
'Tre Nedeleg ha Kalanna
'C'hell c'hoarvezout forzh petra.

Tabutoù, huchadennoù vil
Poent eo mont da gousket
Ha setu devezhioù goullo
Yenijen ha tud marvet.

Etre Nedeleg ha Kalanna
'Vez iskis an amzer ha
'Tre Nedeleg ha Kalanna
'C'hell c'hoarvezout pep tra.

Rediet eo ar blijadur
En em soñjal, en em soñjal
Na gorreg eo an orolaj
Prientiñ traoù prientet fall.

Etre Nedeleg ha Kalanna
'Vez iskis an amzer ha
Na gorreg eo an orolaj
'Tre Nedeleg ha Kalanna.

Etre Nedeleg ha Kalanna
Erc'h deus beure, avel deus noz
'Tre Nedeleg ha Kalanna
E c'hell mervel forzh petra.

Echuet d'an 29/12/2005
Logivi, araok 3 eur beure.

Hier c'était la fête d'Ivi Kromm...
C'est la fête!

Ecrire un commentaire