« Le p'tit nouveau | Page d'accueil | "Les français sont et veulent" »
07.04.2007
Kontadenn vrezhoneg a-vremañ
Ar priñs ruz ha pobl Frañs (2/3)
Lazhet eo bet ar Priñs Bearn en ur barrad arnev, goude bezañ bet o kaozeal gant ur wrac'hig-kozh.
O klevet ar c'heloù diouzh e varv ec'h eas ar Priñs Vañde en hent. Evel ar priñs Bearn e arrias dirag an tiig-soul hag e c'houlennas bezañ lojet evit an noz.
- 'Faotañ 'ra deoc'h ober ar vad? Ha petra 'refet 'vit-se? eme ar vouezh raouliet, ar wrac'hig-kozh evel a oarit.
- Skarzhañ kuit al lamponed 'maez ar vro! a respontas ar priñs Vañde. Ha lazhañ 'nezhe! Ha adplantañ don e penn pep hini perzhioù mat ur vuhez eeun ha disi!
- Tremenit ho hent, priñs Vañde, a lâras ivez ar wrac'hig-kozh e toull an nor.
- Keuz 'po, mamm-gozh! Pa vin Roue Frañs e weli petra 'ran-me gant ar re diouzh da seurt! Met da c'hortoz e c'houzañvi evit ar re all!
En ur vont kuit e plantas an tan e tiig ar wrac'h kozh. Evurusamant he doe hi amzer da redek primm er-maez an ti betek ul loch kuzhet e-penn all ar prad a-drek, kar a-barzh berr amzer ne chomas nemet ludu diouzh an ti-soul hag e voe klevet ur pezh strakadenn en oabl: adarre ur barrad arnev spontus.
O klevet ar c'heloù e tistroas ar priñsed all d'ar gêr, dipitet hag ankeniet un tamm mat anezhe.
- Da biv neuze 'vo ma rouantelezh? a ouele ar Roue kozh, o santout ar marv o lipat beg e vizied, Ha mervel a rin o leuskel ma bro d'an diaouled ha d'al loened-gouezh?
- Ha me? eme ar briñsez yaouank koant, Ha chom a rin da ruzañ amañ, dizimez?
- Na refet ket, laouen, eme neuze ur priñs yaouank hag a oa chomet didrouz betek neuze. Met n'on priñs a lec'h ebet, priñs on em c'halon, fellout a ra din ober ar vad evit ar bobl.
- Kit bepred, a respontas ar roue. Ha gwelet e vo ma c'h oc'h priñs a-walc'h evit gouarn ar vro.
- Mat, eme ar priñs Ruz, kar evel-se 'oa bet lakaet gant tud ar c'hastell 'blam' d'e zilhad, hag en hent.
18:30 Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : brezhoneg, Littérature, France, conte, prince, P2V, bayrou

Ecrire un commentaire