« "Les français sont et veulent" | Page d'accueil | Parallèles et paradoxes »

11.04.2007

Kontadenn vrezhoneg a-vremañ

Ar priñs Ruz ha Pobl Frañs (3/3)

Marv eo ar Priñs Vañde en eil barrad arnev spontus. Aet eo neuze ar Priñs Ruz en hent...

    Evel-just e c'hoarias evitañ evel evit an daou all. Dirak dor bihan an tiig-soul en em gavas d'e dro.
- Piv 'zo 'tont da direnkañ 'anon pa 'm eus kement a labour da dresañ ma zi a zo bet devet gant ur priñs droug? a c'houlennas ar vouezh.
- Me eo ar Priñs Ruz, ha ne fell ket din direnkañ ac'hanoc'h an disterañ. En hent emaon abaoe tri devezh ha teir nozvezh ha ne fell din nemet ur c'hornig bennag da ziskuizhañ gant ur bannac'h soup hag un tamm bara. Ha ma fell deoc'h, me sikouro 'anoc'h da gleñkañ ho ti.
- Ma, eme ar wrac'hig o tigeriñ an nor, deuit-tre, priñs Ruz. Ma unan on amañ, ha kozh eo arri ma faour-kaezh izili. Chañs 'm eus o kavout 'anoc'h, yaouank ha barrek ma 'c'h oc'h!
- Oh! N'eo ket kalz a dra evidon, mamm-gozh, hag ur blijadur eo sikour an dud, kar me a fell din kemer plas Roue-Frañs hag evit-se en deus goulennet diganin mont d'ober ar vad e-mesk ar bobl.
- Ma! eme ar wrac'h.
    E-pad tri devezh e chomas ar Priñs-Ruz gant ar sorserez-kozh, betek ma vefe brav ha solud an ti-soul en-dro. A-raok laoskel anezhañ da vont e roas ar wrac'h boued dezhañ e-leizh.
- Kit en-dro en hent, emezi, met kemerit ganeoc'h un nebeut traoù am eus amañ ha ne servijont ket din. Setu da gentañ ur païplu hag a vo ken bras ma vefet, c'hwi hag ho marc'h, er goudor dindan ar washañ arnev. Kemerit ivez ar podadig dour-a-blijadur-mañ. Pa vefet e-mesk ar bobl trist ha dispi, evit ur boc'h anezhi ha kit e darempred gant an dud, hag evel-se e rofet dezhe un tamm eus ho joa. Setu a-benn ar fin ul lunedenn hag a weler enni an traoù 'vel ma 'c'h int en gwirionez pa vez luzhiet an aferioù. Evel-se e c'hellfet lakaat an traoù evel ma tleont bezañ en-dro, ingalañ ar madoù ha reiñ levenez d'an holl. Chañs vad deoc'h Priñs Ruz. Na disoñjit ket da dont en-dro d'am welet pa distrofet da gastell ar Roue Frañs!

    Kuitaat a reas neuze ar c'hoad, ne voe ket lazhet gant ar barrad arnev peogwir 'oa er goudor dindan ar païplu, hag adalek neuze ec'h eas a gêr da gêr, 'n ur blantañ joa ha levenez e kalonoù an dud, met 'n ur reizhañ ivez an trubuilhoù a gave gant darn. Reiñ a rae joa d'ar re drouk ivez evit vad an holl. Tri miz goude e oa distro er c'hoad.
- Kont din ar pezh 'teus graet, eme ar wrac'h-kozh.
    En ur gontañ e avanturioù e roas ar priñs Ruz joa dezhi ivez dre ma chome un nebeut dour a blijadur gantañ. Pa voe achu e istor e troas ar wrac'h en ur plac'h yaouank koantoc'h ha n'en doa gwelet biskoazh. Merc'h Roue-Frañs an hini 'oa!
- Deuet 'oan war da hent, e stumm ur wrac'h koazh, evit gwelet ma vije ken brav da oberoù evel da gomzoù. Deuet out a-benn, priñs-Ruz, ha dimeziñ a ri ganin kerkent ha ma gemeri plas ma zad. Met n'eo ket echu da labour evit-se! Ret e vo dit kenderc'hel d'ober ar vad e-mesk ar bobl, ha nompas bezañ dallet gant da binvidigezh, pe 'vi skarzhet diouzh ar palez ganin-me, daoust d'ar c'harantez 'm'o evidout da viken. Deomp d'ar palez, bremañ! N'efomp ket en ur bed all, divuhez... Peogwir out kap da vezañ Roue e vefomp evurus amañ, gant hon pobl!

    Er palez 'voe aozet ur friko bras evit an daou bried a voe evurus 'hed o buhez, gant o bugel nemetañ, ur briñsez koant-tre, ha biken ne baouezas ar Priñs-Ruz da zoñjal en e bobl hag en e wreg betek ma arrife ur priñs yaouank da zimeziñ gant e verc'h.

Echu 'tro 1 eur beure, nozvezh ar merc'her 28/03, er Bougen, Brest. 

Ecrire un commentaire