11.04.2007
Kontadenn vrezhoneg a-vremañ
Ar priñs Ruz ha Pobl Frañs (3/3)
Marv eo ar Priñs Vañde en eil barrad arnev spontus. Aet eo neuze ar Priñs Ruz en hent...
Evel-just e c'hoarias evitañ evel evit an daou all. Dirak dor bihan an tiig-soul en em gavas d'e dro.
- Piv 'zo 'tont da direnkañ 'anon pa 'm eus kement a labour da dresañ ma zi a zo bet devet gant ur priñs droug? a c'houlennas ar vouezh.
- Me eo ar Priñs Ruz, ha ne fell ket din direnkañ ac'hanoc'h an disterañ. En hent emaon abaoe tri devezh ha teir nozvezh ha ne fell din nemet ur c'hornig bennag da ziskuizhañ gant ur bannac'h soup hag un tamm bara. Ha ma fell deoc'h, me sikouro 'anoc'h da gleñkañ ho ti.
- Ma, eme ar wrac'hig o tigeriñ an nor, deuit-tre, priñs Ruz. Ma unan on amañ, ha kozh eo arri ma faour-kaezh izili. Chañs 'm eus o kavout 'anoc'h, yaouank ha barrek ma 'c'h oc'h!
- Oh! N'eo ket kalz a dra evidon, mamm-gozh, hag ur blijadur eo sikour an dud, kar me a fell din kemer plas Roue-Frañs hag evit-se en deus goulennet diganin mont d'ober ar vad e-mesk ar bobl.
- Ma! eme ar wrac'h.
E-pad tri devezh e chomas ar Priñs-Ruz gant ar sorserez-kozh, betek ma vefe brav ha solud an ti-soul en-dro. A-raok laoskel anezhañ da vont e roas ar wrac'h boued dezhañ e-leizh.
- Kit en-dro en hent, emezi, met kemerit ganeoc'h un nebeut traoù am eus amañ ha ne servijont ket din. Setu da gentañ ur païplu hag a vo ken bras ma vefet, c'hwi hag ho marc'h, er goudor dindan ar washañ arnev. Kemerit ivez ar podadig dour-a-blijadur-mañ. Pa vefet e-mesk ar bobl trist ha dispi, evit ur boc'h anezhi ha kit e darempred gant an dud, hag evel-se e rofet dezhe un tamm eus ho joa. Setu a-benn ar fin ul lunedenn hag a weler enni an traoù 'vel ma 'c'h int en gwirionez pa vez luzhiet an aferioù. Evel-se e c'hellfet lakaat an traoù evel ma tleont bezañ en-dro, ingalañ ar madoù ha reiñ levenez d'an holl. Chañs vad deoc'h Priñs Ruz. Na disoñjit ket da dont en-dro d'am welet pa distrofet da gastell ar Roue Frañs!
Kuitaat a reas neuze ar c'hoad, ne voe ket lazhet gant ar barrad arnev peogwir 'oa er goudor dindan ar païplu, hag adalek neuze ec'h eas a gêr da gêr, 'n ur blantañ joa ha levenez e kalonoù an dud, met 'n ur reizhañ ivez an trubuilhoù a gave gant darn. Reiñ a rae joa d'ar re drouk ivez evit vad an holl. Tri miz goude e oa distro er c'hoad.
- Kont din ar pezh 'teus graet, eme ar wrac'h-kozh.
En ur gontañ e avanturioù e roas ar priñs Ruz joa dezhi ivez dre ma chome un nebeut dour a blijadur gantañ. Pa voe achu e istor e troas ar wrac'h en ur plac'h yaouank koantoc'h ha n'en doa gwelet biskoazh. Merc'h Roue-Frañs an hini 'oa!
- Deuet 'oan war da hent, e stumm ur wrac'h koazh, evit gwelet ma vije ken brav da oberoù evel da gomzoù. Deuet out a-benn, priñs-Ruz, ha dimeziñ a ri ganin kerkent ha ma gemeri plas ma zad. Met n'eo ket echu da labour evit-se! Ret e vo dit kenderc'hel d'ober ar vad e-mesk ar bobl, ha nompas bezañ dallet gant da binvidigezh, pe 'vi skarzhet diouzh ar palez ganin-me, daoust d'ar c'harantez 'm'o evidout da viken. Deomp d'ar palez, bremañ! N'efomp ket en ur bed all, divuhez... Peogwir out kap da vezañ Roue e vefomp evurus amañ, gant hon pobl!
Er palez 'voe aozet ur friko bras evit an daou bried a voe evurus 'hed o buhez, gant o bugel nemetañ, ur briñsez koant-tre, ha biken ne baouezas ar Priñs-Ruz da zoñjal en e bobl hag en e wreg betek ma arrife ur priñs yaouank da zimeziñ gant e verc'h.
Echu 'tro 1 eur beure, nozvezh ar merc'her 28/03, er Bougen, Brest.
18:30 Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : brezhoneg, Littérature, conte, prince, France, P2V, bayrou
07.04.2007
Kontadenn vrezhoneg a-vremañ
Ar priñs ruz ha pobl Frañs (2/3)
Lazhet eo bet ar Priñs Bearn en ur barrad arnev, goude bezañ bet o kaozeal gant ur wrac'hig-kozh.
O klevet ar c'heloù diouzh e varv ec'h eas ar Priñs Vañde en hent. Evel ar priñs Bearn e arrias dirag an tiig-soul hag e c'houlennas bezañ lojet evit an noz.
- 'Faotañ 'ra deoc'h ober ar vad? Ha petra 'refet 'vit-se? eme ar vouezh raouliet, ar wrac'hig-kozh evel a oarit.
- Skarzhañ kuit al lamponed 'maez ar vro! a respontas ar priñs Vañde. Ha lazhañ 'nezhe! Ha adplantañ don e penn pep hini perzhioù mat ur vuhez eeun ha disi!
- Tremenit ho hent, priñs Vañde, a lâras ivez ar wrac'hig-kozh e toull an nor.
- Keuz 'po, mamm-gozh! Pa vin Roue Frañs e weli petra 'ran-me gant ar re diouzh da seurt! Met da c'hortoz e c'houzañvi evit ar re all!
En ur vont kuit e plantas an tan e tiig ar wrac'h kozh. Evurusamant he doe hi amzer da redek primm er-maez an ti betek ul loch kuzhet e-penn all ar prad a-drek, kar a-barzh berr amzer ne chomas nemet ludu diouzh an ti-soul hag e voe klevet ur pezh strakadenn en oabl: adarre ur barrad arnev spontus.
O klevet ar c'heloù e tistroas ar priñsed all d'ar gêr, dipitet hag ankeniet un tamm mat anezhe.
- Da biv neuze 'vo ma rouantelezh? a ouele ar Roue kozh, o santout ar marv o lipat beg e vizied, Ha mervel a rin o leuskel ma bro d'an diaouled ha d'al loened-gouezh?
- Ha me? eme ar briñsez yaouank koant, Ha chom a rin da ruzañ amañ, dizimez?
- Na refet ket, laouen, eme neuze ur priñs yaouank hag a oa chomet didrouz betek neuze. Met n'on priñs a lec'h ebet, priñs on em c'halon, fellout a ra din ober ar vad evit ar bobl.
- Kit bepred, a respontas ar roue. Ha gwelet e vo ma c'h oc'h priñs a-walc'h evit gouarn ar vro.
- Mat, eme ar priñs Ruz, kar evel-se 'oa bet lakaet gant tud ar c'hastell 'blam' d'e zilhad, hag en hent.
18:30 Lien permanent | Commentaires (0) | Envoyer cette note | Tags : brezhoneg, Littérature, France, conte, prince, P2V, bayrou
03.04.2007
Kontadenn vrezhoneg a-vremañ
Ar priñs ruz ha Pobl Frañs (1/3)
Pe glevfet pe glevfet ket
An istor-mañ a vo kontet
Met ma selaouit memestra
'Vo ket bet kontet 'vit netra.
Diouzhtu e welas o teredek deus a-bep korn ar vro pe zoken deus al lez priñsed ha priñsezed yaouank:
- Ô Sir! a lârent, Me eo an hini barrekañ evit dont war ho lerc'h. Kas a rin ho pro gant ar skiant ho peus diskouezhet abaoe kement a vloavezhioù.
- Kerzhit kuit, genaoueien! N'ho peus mann ebet da gaout diganin! Ma fobl an hini eo en do ezhomm ac'hanoc'h. Kit dezhañ, ha da c'houde e welfomp piv eo an hini barrekañ!
Neuze ec'h eas ar priñs Bearn en hent. Goude bezañ bet baleet 'pad tri devezh ha teir nozvezh ec'h erruas dirak un tiig-soul e-kreiz ur c'hoad. Naon a oa deut dezhañ ha d'e varc'h, ha c'hoant kousket ivez. Skeiñ a reas war an nor.
- Piv 'zo 'tont da direnkañ ac'hanon? eme ur vouezh raouliet 'drek an nor.
- Me eo ar Priñs Bearn! Ha dont a ran da glask annez evit an nozvezh, kar ur c'hefridi bras am eus da gas da benn: ober ar vad e-mesk pobl Frañs.
- Ha petra 'refet evit dont a-benn? eme adarre ar vouezh displijus a-dreuz an nor.
- Unaniñ a rin ar bobl a-dreñv din! eme ar priñs Bearn. Holl asambles e vefomp ur bobl kreñv ha mont a refomp da glask pinvidigezhioù all er bed a-bezh gant rouantelezhioù an Europ!
Gwelet a reas neuze an nor o tigeriñ, hag ur wrac'hig-kozh a dremenas he fenn dre an toull. He hini 'oa ar vouezh raouliet.
- Tremenit ho hent, priñs Bearn, n'eus gwele ebet evitoc'h amañ. Skampit kuit!
- Keuz 'po, mamm-gozh, diouzh ar pezh emaout o paouez lâr din. Pa vin Roue Frañs e lakain deviñ tout tier ar gwrac'hed kozh eveltout, rak n'eo ket just 'pefe ar gwir da chom en un tiig-soul koant ha sioul e-kreiz ar c'hoad hep asantiñ lojañ an dudjentil.
Adkemer a reas neuze an hent evit kuitaat ar c'hoad, met a-barzh berr amzer e savas an avel hag e kouezhas ar gwez a-bep-tu war ar priñs Bearn hag e varc'h, ouzh o lazhañ kerkent.
18:25 Lien permanent | Commentaires (9) | Envoyer cette note | Tags : littérature, brezhoneg, conte, prince, france, p2v, bayrou

